Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
¤*Flocon de Soleil*¤
¤*Flocon de Soleil*¤
Derniers commentaires
Archives
20 juin 2008

*Love is a River I Wanna Keep Going On*

En ur adlenn lizhiri hag sms-où 'poa skrivet din un nebeut bloavezhioù 'zo, e penn-kentañ hon istor, eo bet gwasoc'h 'get biskoazh ar c'hoant bezañ etre da zivrec'h.

Kement hon eus bevet, c'hoarzhet, leñvet, karet, kredet, savet, hunvreet, komzet, mousc'hoarzhet, flouret, graet, miret, kollet... Ha pa soñjan emaomp o vont da lidañ da ugenvet deiz-ha-bloaz a-benn un nebeut deizioù ne c'hellan ket chom hep sellet en a-dreñv... Ha gwelet kement-se, hor hent, hor buhez, hor garantez.

Diaez ha meurblijus eo bet ar penn-kentañ, aet war aesaat ha sioulaat da c'houde. Gouzañvet hon eus sell ar re all warnomp, sell pep hini war egile, spioù unan ha follentez eben, bezañ dispartiet, koll fiziañs... Piv n'efe kredet, lâr din 'ta, 'vefemp amañ hiziv? Te, evel-just, ya, te... Soñj 'ta, an hirañ m'omp bet dispartiet 'zo bet teir sizhun. Pa soñjan e oan prest da vont da vro Iwerzhon hepdout... Ha padout ur bloaz? Ne c'hellfen ket, nann, ne c'hellfen ket.

Bleunioù diwelus, malzennoù heol, beajoù, ur bed all, harozed, un dazont... Kement hon eus ijinet asambles! Ma kollfen ac'hanout ne vefen netra ken, netra met ur c'horf distrujet, ur spered hag ur galon daouhantered... Zoken pa gasaan ac'hanout, zoken pa ne c'houzañvan ket ac'hanout ken, out gwriziennet ken don ennon e diserc'hfen 'vel ur vleunienn en heol ma pellafes diouzhin...

Soñj 'peus eus al lizhiri-se, neketa? Pennlizherenn hor karantez, deroù hor istor. Skriv din c'hoazh, na baouez morse, mousc'hoarzh din c'hoazh, komz din c'hoazh, kar ac'hanon, luskell ac'hanon, stard ac'hanon ouzh da galon, na baouez ket.

Biken.

Atav...

Publicité
Commentaires
B
*smiles back*
Hehe. Nothing else to say. Feelin' OK ^^
(hii, wii fit! :D)
C
Mon dieu j'ai entendu (plutot, lu) WIIFIT ? C'EST BIEN ?
désolée hein, j'ai des tendances à tout prendre pour un commerce. :x
M
Kyou: saute sur ta WiiFit au lieu de dire des bétises! :D
Briwie: *Tender Smile* Trugarez... Gwir e sonjen un tammig ennout o skrivañ-se... Met n'on ket bet reizh ganit kennebeut, n'emañ ket holl ar gaou ganit. Laouen on e komprennfes, ha daoust d'ar mareoù diaes a vez, e hetan din bevañ un istor 'vel hon hini, pe gwelloc'h kement hag ober! :D (met daoust hag-eñ eo posubl :p)
Daoust ma ne vo morse ken ar memes tra etrezomp, dre faot tout se... Love you tender, lil' Briwie. No regrets, no anger.
Pokoù
B

*feeling ashamed*
N'em boa komprenet netra...
Sod on bet. Emgar ha gwarizius.
Droch poud.

Met bremañ, gant ur sell all, e komprenan pep tra, hag ar blijadur hag ar boan (ivez un tammig, memestra) da adlenn ar penn-kentañ. Da welet eo aesoc'h an traoù, met disheñvel, hag e oa brav hag ez eo brav c'hoazh...
'Ra 'vo don ha kreñv ho karantez e-pad pell c'hoazh!
K
J'avoue que moi-même je suis révoltée par de tels propos !
Tu as totalement raison ! Tu fais bien de le crier haut et fort :P
Publicité